Arz kelt

Tu gin ur melezour eus Enez Vreizh, 50 ar JK – 50 g JK, o tiskouez ur spiral hag un drompilh gant stil" La Tène an inizi.

An Arz kelt eo an arz liammet ouzh ar pobloù a anavezer evel Kelted ; ar re a gomze unan eus ar yezhoù keltiek en Europa adalek ar Ragistor betek an amzerioù modern kement hag ar pobloù kozh ne ouezer ket da vat peseurt yezh e komzent daoust dezho rannañ perzhioù heñvel en o sevenadur ouzh re ar geltiegerien.

Diaes eo termeniñ petra eo an arz kelt abalamour ma pleustr gant ur mare hir en amzer, un takad bras a-fet douaroniezh ha meur a sevenadur. Broudet e oa bet ar soñj ez eus ur c'hendalc'h arzel en Europa adalek Oadvezh an arem, ma n'eo ket adalek an Neolitik zoken ; evelato e implij an arkeologourien an termen "Kelt" da gaozeal diwar-benn sevenadur Oadvezh an houarn europat adalek 1000 kent JK betek ma voe aloubet ar braz eus an tiriad-se gant an Impalaeriezh Roman tra ma kaoze istorourien an arz eus "arz kelt" adalek mare La Tène (war-dro Vvet kantved kt JK betek ar I kantved).[1] Arz keltiek kent a implijer ivez evit ar mare-se, a astenn betek 150 goude JK evit Enez Vreizh.[2] Arzoù ar Grennamzer uhelañ e Breizh-Veur hag Iwerzhon, o doa produet Levr Kells ha pennoberennoù all, eo ar pezh a zeu e-barzh penn an dud alies pa soñjer e-barzh "arz kelt". Anvet eo Arz an Inizi en istor an arzoù. Al lodenn vrudetañ eo, met n'eo ket al lodenn nemeti en arz kelt er Grennamzer uhelañ ma konter arz ar Bikted e Bro-Skos.[3]

  1. Megaws, da skouer; sellet ouzh an digoradur.
  2. Technologies of Enchantment: Early Celtic Art in Britain. British Museum. Diellet er skrid orin d’an 2012-08-04.
  3. Laings, 6–12

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search